Gwareg (sonerezh)

Gwareg ur gaolbiolin.
Gwaregoù disheñvel : arvoud, gourboud (Patrom alaman), gadulka, kemenche. Gwaregoù ar c'hemenche, ar gadulka hag an arvoud a ziskouez dre vras stadoù disheñvel ar gwaregoù a-hed an istor.

Ur wareg zo ur benveg a dalvez da seniñ benvegoù seniñ dre gerdin rimiet : ar violin, an arvoud, ar gaolbiolin, ar viol ha kement zo... Anvet eo bet evel se abalamour d'e stumm heñvel ouzh hini ur wareg. Savet e vez he framm gant ur wialenn e koad (koad pernambouk), pe e neudenn karbon, a vez stignet warnañ reunennoù a rimier ouzh ar c'herdin. Giovanni Battista Viotti, soner biolin hag sonaozour, savet gantañ ur bern pezhioù evit ar violin a laka ar pouez war c'hoari ar wareg, en dije bet lavaret : « Ar wareg eo ar violin ».


Developed by StudentB